All comics by Stummer_meur

 

by Stummer_meur
10-27-19
Kavet 'peus ar morzhol?
Ya, kavet em eus anezhañ
E gavet peus. Mat. An tach ivez 'peus kavet.
Ya, kavet em eus anezhañ.
Hag ar voger?
N'em eus ket kavet anezhi. Aiou!

 

by Stummer_meur
10-27-19
Pelec'h emañ ma c'hreion melen?
N'ez peus kavet anezhañ?
Nann, siwazh. 'peus ket gwelet anezhañ?
Nann, petra ober hep da greion?
N'ouzon ket. Kollet ma c'hreion, kollet ma buhez...
Kollet 'peus anezhi ivez?

 

by Stummer_meur
10-27-19
Pelec'h emañ ma merc'h? He gwelet ez peus?
N'em eus ket, n'em eus ket gwelet anezhi.
Ha Doue? E welet ez peus?
N'em eus ket. Perak?
Gant da groaz...N'out ket person?
Nann, Ur rapper bling bling marc'had-mat on.

 

by Stummer_meur
10-27-19
Salud aotrou!
Salud dit plac'hig!
Ma c'hazeg ho peus gwelet?
N'em eus ket, n'em eus ket gwelet anezhi
Er c'hraou-mañ eo bet. Sur on.
Ya, bet eo. Met he debret em eus. Trugarez dit.

 

by Stummer_meur
11-22-19
Plijout a ra Tim Burton dit?
Piv out? Sur on e kavez mat kig-tud!
Plijout a ra an divskouarn hir din.
Kabiten Kirk ! Sikourit ac'hanon!
Ne garez ket ac'hanon, se eo?
Da zaouarn en nec'h, den foll!

 

by Stummer_meur
11-22-19
Piv eo hemañ c'hoazh?
Salud plac'h, Ar Vell-droad a blij dit?
Salud, ar sport a blij dit?
Chaous, c'hwitet ma bre diwelusted!
Atav amañ? Te a garan!

 

by Stummer_meur
11-22-19
Ar skol a blij dit?
Ya, ar c'hentelioù galleg a blij kalz din
Perak out gwisket e mod-se?
Rak plijout a ra din.
Digeriñ dorioù a blij dit ivez?
Ne ra ket, ne blij ket din tamm ebet. Deomp da evañ ur banne tizan.

 

by Stummer_meur
11-22-19
Plijout a ra an Nedeleg dit?
Ne ra ket, ne blij ket kalz din.
Plijout a ra an Nedeleg dit?
Ne ra ket, ne blij ket din tamm ebet.
Oh, ur c'harv-erc'h, al loened-se a blij kalz din.
Hey, me 'blij din bezañ treuzwisket!

 

by Stummer_meur
11-22-19
Doue a gar ac'hanout
Mmm, N'on ket sur e kar ac'hanon evit gwir.
Da Zoue e plijez?
N'on ket sur e plijan dezhañ da vat.
Doue a gav mat ac'hanout?!
N'on ket sur e plij din bezañ debret gant Doue.

 

by Stummer_meur
11-22-19
Brav eo an amzer er-maez!
Ne blij ket din mont er-maez!
Deomp, memestra, plijout a ra din pourmen
Ne blij ket din pourmen!
Plijout a ra dit lazhañ Fabian?
Ne blij ket din lazhañ tud! Argggh!

 

by Stummer_meur
11-22-19
Sikour 'mo
Ne fell ket din ho sikour.
Ne faot ket deoc'h ma sikour? Met perak 'ta?!
Penaos lavaret deoc'h?
Me 'faot din mont 'maez
Ya, ha me ne fell ket din kaout poan-gein

 

by Stummer_meur
11-22-19
Petra 'faot deoc'h kaout da verenn?
Ar peoc'h a fell din kaout!
Ya, mat-tre met n'on ket gwall sikouret gant ho respont.
Petra 'fell dit lavaret?
Feiz, petra 'faot deoc'h kaout da verenn?
Ar peoc'h meus lavaret dit!

 

by Stummer_meur
11-22-19
D'ar broioù tomm 'faot din mont
Ma mignoned zo bet eno met abaoe n'o deus ket skrivet din
Me 'faot din adkavout anezho ha kompren ar perag. Marteze ne faot ket dezho komz ganin ken.

 

by Stummer_meur
11-22-19
Sikour tud a faot din!
Bezañ brudet a faot din ivez!
Met n'eo ket aes mont 'maez pa n'eus ket dor ebet!

 

by Stummer_meur
11-22-19
Sikour tud a faot din!
Bezañ brudet a faot din ivez!
Met n'eo ket aes mont 'maez pa n'eus ket dor ebet!

 

by Stummer_meur
12-08-19
Petra 'ri ma kavez ur gevnidenn er gwele?
Huchal a rin ma kavan unan.
Petra ri ma vezez tapet gant ar gastro?
Fardañ a rin Ferrero Rocher.
Nijal a rin kuit! Ur gourharoz vin!
Petra ri ma lakaez da vragoù dindan war da vragoù?

 

by Stummer_meur
12-08-19
Da venn ez i ma welez ur suner-gwad?
Da gastel Gandolfo ez in evit kaout sikour
Petra ri ma lavaran dis on ur suner-gwad?
Me lavaro dit out diwezhat pe abred evit Halloween!
Ne gredin ket ac'hanout ha da wad a sunin! Mouhahaha!
Ha te petra ri ma lavaran dit n'out nemet tudenn ur bannoù-treset?

 

by Stummer_meur
12-08-19
Petra reoc'h din ma lavaran deoc'h n'on ket klañv?
Da arc'hant a c'houlennin memestra!
Petra reoc'h ma lavaran deoc'h on mab Batman?
Komz a rin dit eus da zarempred gant da vamm ha da dad?
Da belec'h ez eoc'h ma lavaran deoc'h eo me ar mezeg?
Da Stumdi ez in rak unwisk stajidi ar stummadur eo!

 

by Stummer_meur
12-09-19
Ha neuze? N'a ket gwall vat ganit?
Diaes ar vuhez? Kollet da gontell?
Abaoe m'eo bet serret al lazhti ne gavan ket labour
Na ra ket bil, frai kozh, Traoù vo da ziskar a-benn nebeut a-dra sur

 

by Stummer_meur
12-12-19
Ho taouarn d'an nec'h!
Mmmm, Penaos lavaret?!
Ho taouarn d'an nec'h am eus lavaret!
Feiz, digarez met ne welan ket tre penaos ober?!
Ho taouarn d'an nec'h! Diouzhtu
Met, n'on nemet ur biz gant ur vergodenn...

 

by Stummer_meur
12-12-19
Setu, er c'harter-mañ e c'hellan kinnig un ti deoc'h
Sur oc'h?
Ya, diouzh ho leve e vo.
Feiz, n'on ket sur en em blijin er c'harter...
Arabat goulenn re, figus oc'h un tamm. Mogerioù zo dija, n'eo ket fall.
N'en em santan ket gwall vat...

 

by Stummer_meur
12-12-19
Ho ho ho! Mat ar jeu paotr yaouank?
Hey, n'on ket yaouank hag ur bistolenn zo ganin.
Mat mat, petra c'hellan gober aveit sikour geneoc'h?
Paouezit d'ober profoù ha da lakaat korriganed da labourat!
Hop hop hop, 'd ous ket é vonet da denniñ àr ur bolomig erc'h, ur sort?!!
Ac'hhhh, Yen eo amañ!!!!

 

by Stummer_meur
12-12-19
Ata! Plac'h yaouank! O vakañsiñ?
Mmm, Ya, o klask profitañ eus aodoù bro Dreger
Dispar, amañ emaon o chom ha plijus eo ar vro.
Un dra bennak zo c'hoarvezet deoc'h?
Neuial ha bezhin glas, traoù naturel hepken!
Marteze emaon o vont da rouzañ e bro Leon neuze!

 

by Stummer_meur
12-12-19
Met pelec'h emañ?
N'ouzon ket!
N'eo ket aes...
Nann 'vat!
Kavout an amzer fall, n'eo ket aes...
Nann, Amañ e bro Gwened n'eo ket aes

 

by Stummer_meur
12-12-19
Petra zo?
Ahhhhhhhhhhh!!!!
N'ouzon ket...
Ma c'horf! Pelec'h emañ ma c'horf?!!!
Gortoz, emaon o vont da glask
Trugarez evit da sikour!

 

by Stummer_meur
12-12-19
Pelec'h emañ ar stajidi nevez?
Youc'hou, emaon o vont da zeskiñ ur bern traoù
Met pelec'h emañ ar stajidi nevez!
Plijadur vo, sur on
Pelec'h an diaoul emaint?
Mall warnon gwelet ar stummer!

 

by Stummer_meur
12-23-19
Kavet ne vin ket ^^
Pelec'h emañ Mestr Yoda?
Kavet ne vin ket gant an treuzwiskamant-mañ
Aotrou Valoù?!!
C'hi c'hi c'hi!! Kavet, biken ne vin!
Pelec'h emaoc'h? Mestr Yoda Valoù!!

 

by Stummer_meur
1-07-20
Ben, sur out n'eo ket buanoc'h treiñ?
Sur on, n'eus ket da dortal
Mat, mat met an ti zo a-dreñv deomp
Gouzout a ran
Sur out eo kreñvoc'h an Nerzh evit an ti?
Ya, un jedi on memestra.

 

by Stummer_meur
1-07-20
Sur out e vo plijusoc'h?
Ya, plijusoc'h ha bravoc'h e vo.
Met ne vo ket buanoc'h...
Mat ha Buan n'int ket unan, Jason
Mat eo al levr-mañ. Penaos mont er gwele gant un den all hep lazhañ anezhañ. Trugarez dit!
Mann ebet ma labousig

 

by Stummer_meur
1-07-20
Grozmol, grozmol...
Na dorrit ket ho penn, gwelloc'h e vo ar wezh all
Plijusoc'h he doa lavaret...
N'he doa ket lavaret propoc'h
Echu ganin klask fardañ pizzaioù...
Bravoc'h e vo unan prenet en ur preti.

 

by Stummer_meur
1-17-21
Prest out evit ADS digwener?
Ya, luc'heilet em eus tout dija
Ne gredez ket e vo un tammig hir?
A soñj dit?
Lavaret 'peus din oa tout se evit ur stajiad hepken!
Ya, met penaos c'hoari da G/Candy Crush mod all?ADS

 

by Stummer_meur
1-17-21
Ur wezh e oa hag ur wezh ne oa ket
Istor ar pempvet breur Morvan
Kavet em eus e pelec'h emañ fent ar stummerien!!!!

 

by Stummer_meur
1-25-21
Plijadur hor bo o renkañ tout en ho ti nevez, Karedig.
Ya, plijadur 'po.
Laouen e vimp amañ. Petra 'soñj dit?
Ya, laouen e vi, sur.
Amañ e vevimp da viken.
Ya, da viken e vevi amañ. Met da unan. Ken a VO!

 

by Stummer_meur
1-25-21
Neuze prenañ reoc'h hon asurañs itron?
Ya, asuret-mat e veoc'h!
Dre heg pe dre gaer po unan!
Petra ho po neuze?
Mamm-gozh Chuck Norris oc'h?? Ma digarez
Ne veoc'h ket direnket neuze. Aet omp

 

by Stummer_meur
1-25-21
Petra a ra rafes ma vefes em flas?
Petra 'rahen-me?
Ya, ar garotezenn a zebrfes memestra?
Pas, Stouviñ a rahen ma mindrailherez geti!
Me 'ouie e vefes prest da reiñ alioù fur din! Aet out?!!!
Ne faot ket din e vehe torret ma mindrailherez genis!

 

by Stummer_meur
1-25-21
Ho taouarn d'an nec'h! Ha fonnabl!
Ober a rafen a-walc'h met n'hellan ket...
Ma vehen en ho plas e savehen ma divrec'h!
Ya, aesoc'h e vefe ma 'm befe divrec'h!
Gwir ur seurt, hag aesoc'h e vehe deoc'h debriñ chokolad...
Me gavfe plijusoc'h ma ne vefe ket graet ar farsadenn-mañ din bep gwezh!

 

by Stummer_meur
1-26-21
Ahh ma c'hellfen bezañ pareet...
Me zo medisin ma faot deoc'h
Ma kavfen ur mezeg...
Sikour a c'hellehen gober ma faot deoc'h...
Ha ma ne vefen na dall na bouzar
HO SIKOUR A C'HELLAN

 

by Stummer_meur
2-24-21
Tapet 'peus pep a vaskl?
Hag em eus.
Pep a sandwich ivez?
Hag em eus.
Pep a bakad chips? Rak ne blij ket din pa zebrez va re
Bep gwezh vez heñvel ganit...Peus ket fiziañs ennon?

 

by Stummer_meur
2-24-21
Soñj peus vo ma gouel bloaz disadorn?
Ya, 'giz bep bloaz
Ha soñj peus ivez vo ret dit degas traoù da evañ ha da zebriñ?
Ya, evel bep gwezh
Hag ar profoù?
Ya, ya, evit pep a lagad dit.

 

by Stummer_meur
2-24-21
Ha neuze paotr, evel bep week-end e vo?
Ya, evel bep gwezh...
Prest evit un nozvezh follentez?!
Mmm...ya, evel bep Sadorn noz, chef...
Pep a dri banne Kakolak digoust!!!
Oh, ya, ma bouzelloù a oar...

 

by Stummer_meur
2-24-21
Petra zo ganit?
Evel bep gwezh, ar vakañsoù zo é tonet...
Ha neuze, vad a raio d'an holl
Pep hani a soñj en e blijadur...
Met piv a soñj ennout, paourkaezh stummer, hep da stajidi?
Setu, pep a istoer farsus am boa savet evite ouzhpenn tra...

 

by Stummer_meur
2-24-21
Feiz, c'hoazh hag adarre
Hey ya, petra 'ri...
Bep pourmenadenn gantañ
Ya, heñvel ar jeu bep gwezh
Ret vo deomp paouez da zebriñ traoù gantañ
Ya, tapit pep a zelienn emezañ...Pebezh efed warnomp goude...

 

by Stummer_meur
2-24-21
Pep a c'hoari? Ya.
Pep a gador? Ya.
Mignoned? Kaoc'h! Me ouie em boa ankouiet un dra...

 

by Stummer_meur
2-25-21
Te zo ruz da groc'hen
Ha te zo glas da gorf
Me n'on ket melen ma daoulagad
Hag ur beg zo dit
Ar gwir zo ganit, penaos e rez evit komz neuze??
...

 

by Stummer_meur
2-25-21
Te zo bras da di
Ya, gwir a-walc'h
Ha te zo ledan da revr!
Hey, ha te zo bras da veg met bihan da empenn
Ha te zo ken bras da dreid...
...ma c'hellfen stouvañ da forn pe reiñ un taol botez ez revr

 

by Stummer_meur
2-25-21
Salud ma lellig, staget out dija!
Ya, mestrez
N'out ket bet fur da abostoled
Nann, mestrez, n'on ket bet fur ma abostoled
Te zo lous da soñjoù paotrig
Ya, me zo bet diaes ma bugaleaj gant ma zad ha ma mamm.

 

by Stummer_meur
2-25-21
Mat eo mammig
Me zo renket ma c'hambr ha ma mignon
Ale, lavar da Mammig ivez...
Ya, eñ zo renket e gambr .

 

by Stummer_meur
2-25-21
Me zo lous ma zicheurt
Gallout a ran prestañ dit soavon ma faot dit
Te zo brokus da galon
Hag efedus eo ar soavon-mañ
Ha ma?
Gantañ on en em walc'het, te wel ne chom ket loustoni warnon.

 

by Stummer_meur
2-25-21
Oh, bruderezh nevez
C'hwi zo yen ho ti?
Petra emaint o vont da werzhañ din?
C'hwi zo torr-penn hoc'h amezeien?
Pegen droch an dud a-wezhoù
Plantit tan en ho ti! Ha biken ken ne vo ket yen ken

 

by Stummer_meur
2-25-21
Penaos ober gant ma oto?
C'hwi zo bourdet hoc'h oto? Gallout a ran sikour!
Gwir eo oc'h gwisket evel ur skiantour sirius.
Ya, me zo barrek ma strinkell
Met penaos vo graet rak me zo kollet ma alc'hwezioù ha setu tout!
Mouhahhaah, mod-se krogo gant ar "kounnar-o-virus" kentañ evit an otoioù!!

Showing page 1.

Next »